Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ar roue a lavaras d'an den Doue: Deus ganin en ti, hag en em greñva; ha me a raio ur prof dit.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 13:7
10 Referencias Cruzadas  

Degas a rin un tamm bara hag e kreñvaot ho kalon; goude-se e tremenot e-biou, rak evit-se eo oc'h tremenet tost d'ho servijer. Lavarout a rejont: Gra evel ma ec'h eus lavaret.


Kemer ez torn dek baraenn, gwestell hag ur podad mel, kae d'e di, hag e lavaro dit ar pezh a c’hoarvezo d'ar paotr.


Neuze e tistroas da gavout den Doue, gant an holl re a oa gantañ, hag en em zalc'has dirazañ hag e lavaras: Setu ec'h ouzon bremañ n'eus Doue ebet war an douar holl, nemet en Israel. Bremañ mar plij ganit, degemer un donezon a-berzh da servijer.


Hag evel na zistroe ket c'hoazh, e lavaras dezhañ: Distro da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, en deus roue Babilon lakaet war gêrioù Juda, ha chom gantañ e-touez ar bobl, pe d'al lec'h ma kavo dit e vo reizh mont. Ha penn ar warded a roas dezhañ boued ha profoù hag en lezas mont.


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


Mesait deñved Doue a zo en ho touez o veilhañ warno, nann dre heg met a volontez vat, nann evit ur gounid mezhus met a c’hrad vat,


Manoak a lavaras da ael an AOTROU: Hol lez da'z terc'hel ha da fichañ evidout ur menn-gavr.


Neuze e lakaas anezhañ da vont en e di hag e roas da zebriñ d'e ezen. Gwalc'hiñ a rejont ivez o zreid, hag e tebrjont hag ec’h evjont.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos