Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 12:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Met komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, den Doue, o lavarout:

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 12:22
17 Referencias Cruzadas  

Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.


Bez' e oa ur profed kozh o chom e Betel. E vibien a zeuas da gontañ dezhañ an holl draoù en doa graet an den Doue en deiz-se e Betel, hag ar c'homzoù en doa lavaret d'ar roue. P'o doa kontet an traoù-se d'o zad,


Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


Ar vaouez a lavaras da Elia: Anavezout a ran bremañ ez out un den Doue, hag ez eo ar wirionez komz an AOTROU ez kenoù.


Elizea a lavaras: Er bloaz a zeu, d'ar mare-mañ, e vriati ur mab. Hi a lavaras: Nann, va aotrou, den Doue, na lavar ket gevier da'z servijerez!


Goude e c'halvas he gwaz hag e lavaras dezhañ: Degas din, mar plij, unan eus ar servijerien hag un azenez, hag ez in betek den Doue, hag e tistroin.


Evel-se ez eas kuit hag e teuas etrezek den Doue da Venez Karmel. Kerkent ha ma welas den Doue anezhi, a-bell, e lavaras da C'hehazi e servijer: Setu aze ar Sunamitez!


Hag e teuas da gavout den Doue war ar menez, hag e krogas en e dreid. Gehazi a dostaas evit he fellaat, met den Doue a lavaras dezhañ: Lez-hi, rak hec'h ene a zo er c'hwervoni, hag an AOTROU en deus kuzhet-se ouzhin, n'en deus ket en disklêriet din.


Neuze e teuas da zisklêriañ kement-se da zen Doue, a lavaras: Kae da werzhañ an eoul ha pae da zle; te ha da vibien a vevo gant an nemorant.


Pa ouezas Elizea den Doue, en doa roget roue Israel e zilhad, e kasas da lavarout d'ar roue: Perak ec'h eus roget da zilhad? Ra zeuio bremañ da'm c'havout, hag e ouezo ez eus ur profed en Israel.


Met komz an AOTROU a voe disklêriet da Shemaja, den Doue, o lavarout:


Diwar-benn oberoù Roboam, ar re gentañ hag ar re ziwezhañ, kement-se ha n'eo ket skrivet e levrioù Shemaja ar profed hag Iddo ar gwelour, el lignezouriezh? Bez' e voe brezelioù dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.


hag o degaset em eus da di an AOTROU, e kambr mibien Hanan, mab Jigdalia, den a Zoue, an hini a oa e-kichen kambr ar pennoù, a-us da gambr Maaseja mab Shallum, diwaller an treuzoù.


Moizez, den Doue, a vennigas mibien Israel dre ar vennozh da heul, kent mervel.


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos