Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 12:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Roboam a erruas e Jeruzalem, hag e tastumas holl di Juda ha Benjamin, kant pevar-ugent mil den a vrezel dibabet, evit stourm a-enep ti Israel, hag evit degas ar rouantelezh en-dro dindan Roboam mab Salomon.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 12:21
8 Referencias Cruzadas  

Met ur meuriad en devo, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.


Bez' e voe brezelioù dibaouez etre Roboam ha Jeroboam.


Joab a roas da Zavid roll niveradeg ar bobl. Bez' e oa en holl Israel ur milion kant mil den o tennañ ar c'hleze, hag e Juda pevar c'hant dek mil den ha tri-ugent o tennañ ar c'hleze.


Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!


Asa en doa un arme eus Juda, tri c'hant mil den o tougen ar skoed hag ar goaf, hag eus Benjamin, daou c'hant pevar-ugent mil den o tougen ar skoed bihan hag o tennañ ar wareg, holl a oa brezelourien galonek.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos