Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 12:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 12:16
32 Referencias Cruzadas  

Neuze e teuas ur c'hannad da gavout David, hag e lavaras dezhañ: Kalon tud Israel a dro war-zu Absalom.


David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.


Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!


An AOTROU a lavaras da Salomon: Peogwir ec'h eus graet evel-se, ha ne'c'h eus ket miret va emglev ha va reolennoù am boa roet dit, e rogin a-dra-sur ar rouantelezh diwarnout, hag e roin anezhi da'z servijer.


Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.


Koulskoude ne lamin netra eus ar rouantelezh diouzh e zorn, rak e-keit ha ma vevo e kendalc'hin anezhañ evel priñs, abalamour da Zavid va servijer am eus dibabet hag en deus miret va gourc'hemennoù ha va reolennoù.


Met lemel a rin ar rouantelezh diouzh dorn e vab, hag e roin dit dek meuriad.


Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.


Izelaat a rin lignez David en abeg da-se, met ne vo ket da viken.


Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.


Evel ma kuzhe an heol, ar griadenn-mañ a dremene er renkoù: Pep hini d'e gêr, ha pep hini d'e vro.


Pa welas holl Israel ne selaoue ket ar roue anezho, e respontjont d'ar roue o lavarout: Peseurt lodenn hon eus gant David? N'hon eus hêrezh ebet gant mab Jese! Pep hini d'e deltennoù, Israel! Ha bremañ, David, pourvez da'z ti! Evel-se, holl Israel a yeas d'e deltennoù.


Eno eo e lakain ur c'horn da sevel da Zavid, hag e kempennin ul lamp da'm Olevad.


pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar.  Ehan


Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.


An AOTROU a lakaio da zont warnout, war da bobl ha war di da dad, dre roue Asiria, deizioù evel n'eus ket bet reoù heñvel outo, abaoe an deiz ma en em zispartias Efraim digant Juda.


Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel.


neuze e vo torret va emglev gant David va servijer, en doare ma n'en devo ken a vab da ren war e dron, ha va emglev gant an aberzhourien Levited a servij ac'hanon.


Ha te, mab an den, kemer ur pezh koad ha skriv warnañ: Evit Juda hag evit mibien Israel, e genseurted. Ha kemer ur pezh koad all ha skriv warnañ: Evit Jozef, koad Efraim hag holl di Israel, e genseurted.


Mar d-eo ur rouantelezh a-enep dezhi hec’h-unan, ne c’hell ket ar rouantelezh-se padout,


Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c’hannadur war e lerc’h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.


E-keñver va enebourien, ar re n’eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.


Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc’hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc’han ket ac’hanout, ne’c’h eus ket lod ganin.


Ha ne ziskouezjont trugarez ebet e-keñver ti Jerubbaal-Gedeon, goude an holl vad en doa graet da Israel.


Gaal mab Ebed a lavaras: Piv eo Abimelek ha petra eo Sichem, evit ma servijfemp anezhañ? Ha n'eo ket mab Jerubbaal? Ha n'eo ket Zebul e gargad? Servijit tud Hamor tad Sichem, met perak e servijfemp hennezh?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos