An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo ez kof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ.
hag e lakaas gwarnizonoù en Edom. Dre-holl en Edom e lakaas gwarnizonoù, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.