Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 An AOTROU a savas eta un enebour da Salomon, Hadad an Edomad, a oa eus gouenn roue Edom.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:14
13 Referencias Cruzadas  

Kounnar an AOTROU a voe entanet c'hoazh a-enep Israel, hag e vountas David a-enep dezho en ur lavarout: Kae, gra an niveradeg eus Israel hag eus Juda.


Me a vo evitañ un tad, hag eñ a vo evidon ur mab. Mar gwallc'hra, e kastizin anezhañ gant gwialenn an dud ha gant goulioù mibien an dud,


Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.


En amzer ma oa bet David en Edom, pa bignas Joab penn an arme da sebeliañ ar re lazhet, e lazhas holl baotred Edom;


Doue a savas c'hoazh un enebour da Salomon, Rezon mab Eliada, a oa tec'het eus e vestr Hadadezer roue Zoba.


Ar roue ne selaouas ket eta ouzh ar bobl, ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa lavaret an AOTROU da Jeroboam mab Nebad dre Akija eus Silo.


Doue Israel a atizas spered Pul roue Asiria ha spered Tilgad-Pilnezer roue Asiria, a harluas ar Rubeniz hag ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, hag e kasas anezho da Galak, da Gabor, da Hara, betek stêr Gozan, hag e chomjont eno betek hiziv.


AOTROU an armeoù a savo ur skourjez outo, evel pa skoas Madian e roc'h Oreb, evel pa oa e vazh a-us d'ar mor, hag e savo c'hoazh anezhi en doare an Ejipt.


Gwalleur d'an Asiria, gwialenn va c'hounnar, hag he deus en he dorn bazh va fulor!


Setu, emaon o vont da sevel ar Veded en o enep, ne vint ket dedennet gant an arc'hant, ha ne lakaint ket o flijadur en aour.


Edom a vo perc'hennet, Seir a vo perc'hennet gant o enebourien, Israel en raio gant galloud.


Ha bremañ, ra selaouo va aotrou roue komzoù e servijer. Mard eo an AOTROU a vount ac'hanout a-enep din, ra vo da zonezon plijus dezhañ, met mard eo an dud, ra vint milliget dirak an AOTROU , rak va c'haset o deus kuit hiziv, evit ma ne c'hellin ket bezañ staget ouzh hêrezh an AOTROU , en ur lavarout: Kae ha servij doueoù estren.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos