Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 11:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Koulskoude, abalamour da Zavid da dad, ne rin ket kement-se e-pad da vuhez, met diouzh dorn da vab eo e rogin anezhi.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 11:12
16 Referencias Cruzadas  

Me a lakaio ac'hanout da zont da vezañ ur vroad vras, me a vennigo ac'hanout, me a rento da anv bras. Hag e vi ur vennozh.


Pa zistrujas Doue kêrioù ar blaenenn, Doue en doa soñj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hêrioù m'en doa chomet Lot enno.


An AOTROU a lavaras da Salomon: Peogwir ec'h eus graet evel-se, ha ne'c'h eus ket miret va emglev ha va reolennoù am boa roet dit, e rogin a-dra-sur ar rouantelezh diwarnout, hag e roin anezhi da'z servijer.


Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.


hag e lavaras da Jeroboam: Kemer evidout dek tamm, rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Setu e rogin ar rouantelezh diouzh dorn Salomon, hag e roin dit dek meuriad.


Met ur meuriad en devo, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet a-douez holl veuriadoù Israel.


Koulskoude ne lamin netra eus ar rouantelezh diouzh e zorn, rak e-keit ha ma vevo e kendalc'hin anezhañ evel priñs, abalamour da Zavid va servijer am eus dibabet hag en deus miret va gourc'hemennoù ha va reolennoù.


Met lemel a rin ar rouantelezh diouzh dorn e vab, hag e roin dit dek meuriad.


Ha gwelet ec'h eus penaos eo en em izelaet Akab dirazon? Peogwir eo en em izelaet dirazon, ne lakain ket ar gwalleur da zont en e zeizioù, met e deizioù e vab e lakain ar gwalleur da zont war e di.


Diwall a rin kêr hag he savetein, abalamour din hag abalamour da Zavid va servijer.


Setu e teuio an deizioù ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoù dastumet en o zeñzorioù betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU.


Ezekiaz a lavaras da Izaia: Mat eo komz an AOTROU ac'h eus disklêriet. Hag e lavaras c'hoazh: Ha ne vo ket peoc'h ha surentez e-pad va deizioù?


Koulskoude an AOTROU ne fellas ket dezhañ distrujañ Juda, abalamour da Zavid e servijer, rak lavaret en doa dezhañ e roje dezhañ ul lamp e-touez e vibien da viken.


ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos