Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 10:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Holl hanafoù ar roue Salomon a oa en aour, hag holl listri ti koad al Liban a oa en aour glan. Netra ne oa en arc'hant. Ne veze graet van ebet anezhañ en deizioù Salomon.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 10:21
9 Referencias Cruzadas  

ha tri c'hant skoed bihanoc'h en aour morzholiet, o lakaat teir minenn aour evit pep skoed. Ar roue a lakaas anezho e ti koad al Liban.


Bez' e oa ivez eno daouzek leon war ar c'hwec'h derez, a bep tu. Netra heñvel ne oa bet graet e rouantelezh ebet.


Rak ar roue en doa war vor listri Tarsiz gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro listri Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.


Sevel a reas ivez ti koad al Liban, en doa kant ilinad hirder, hanter-kant ilinad ledander, tregont ilinad uhelder, war beder renkad peulioù sedrez, gant treustoù sedrez war ar peulioù.


Roet e veze da evañ e podoù aour, a oa disheñvel etrezo, hag e oa gwin roueel a-fonn, hervez largentez ar roue.


Bez' ez eus ur vengleuz evit tennañ an arc'hant diouti, hag ul lec'h evit glanaat an aour ennañ.


Tir he deus savet ur c'hreñvlec'h dezhi hec'h-unan, dastumet he deus arc'hant evel poultr hag aour evel fank ar straedoù.


Ne vo ket dezhañ kennebeut un niver bras a wragez, gant aon na zeufe e galon d'en em zistreiñ, ha ne vo ket dezhañ kalz a arc'hant hag a aour.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos