Holl hanafoù ar roue Salomon a oa en aour, hag holl listri ti koad al Liban a oa en aour glan. Netra ne oa en arc'hant. Ne veze graet van ebet anezhañ en deizioù Salomon.
En em ledañ, gourvez a ra evel ul leon, evel ul leonez, ha piv a raio dezhañ sevel? Ar re az pennigo a vo benniget, hag ar re az milligo a vo milliget!
Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.