Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 1:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Paol, servicher da Jesus‐Christ, galvet da veza abostol, choazet evit annons Aviel Doue,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Paol, servijer Jezuz-Krist, galvet da vezañ abostol, lakaet a-du evit Aviel Doue

Ver Capítulo Copiar




Romaned 1:1
73 Referencias Cruzadas  

Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret:


Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.


A‐vreman n’ho kalvan ken servicherien, rag ar servicher na oar ket petra a ra he vestr, mes ho kalvet em euz mignoned, abalamour ma em euz roet da anaoud deoc’h an holl draou am euz klevet gant va Zad.


Ho pezet memor euz ar gomz‐man em euz lavaret deoc’h: Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun‐me, e persecutint ac’hanoc’h ive; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re‐c’houi.


Mes Saul, pehini a zo ive hanvet Paol, leun euz ar Spered‐Santel, a zellaz stard outhan, hag a lavaraz:


Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’co ket precius d’in, gant ma peur‐achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue.


Ha pa hen doe permetet dezhan, Paol, oc’h en em zerc’hel en he za var ar pazennou, a reaz sin gant he zorn d’ar bobl; ha pa ho doe roet peoc’h, e komzaz en langach hebrach, hag e lavaraz:


Mes hen a lavaraz d’in: Kea; rag me a gasso ac’hanoud gwall bell etrezeg ar Jentiled . . . .


Hag o veza kwezet d’an douar, e kleviz eur vouez hag a lavare d’in: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun?


Neuze Agrippa a lavaraz da Baol: Permetet eo d’id komz evidoud da‐unan. Neuze Paol, o veza astennet he zorn, a gomzaz evel‐hen evit he zifen:


Hag o veza kwezet holl d’an douar, e kleviz eur vouez o komz ouzin, hag ar vouez a lavare d’in, en langach hebrach: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun? Kalet e vez d’id stourm ouz ar broudou.


Rag en noz‐man, eun eal a‐berz an Doue, da behini ez oun‐me, hag a zervichan, a zo en em diskouezet d’in, en eur lavaret:


Mes an Aotrou a lavaraz dezhan: Kea; rag an den‐ze a zo eun instrumant em euz choazet, evit dougen va hano dirag ar Jentiled, dirag ar rouane ha dirag bugale Israel;


Rag n’em euz ket a vêz euz a Aviel ar C’hrist, rag galloud Doue eo evit silvidigez d’ar re holl a gred, d’ar Judeo da genta, ha d’ar Grek goude‐ze.


dre behini hon euz recevet ar c’hras hag ar garg a Abostol, evit digas da blega d’ar feiz en he hano an holl Jentiled;


Rag Doue, pehini a zervichan em spered en Aviel he Vab, a zo test d’in e ran heb ehan memor ac’hanoc’h em fedennou,


Rag me a lavar deoc’h‐hu, Jentiled: O veza ma’z oun abostol ar Jentiled, e c’hlorifian va c’harg,


da veza ar ministr euz a Jesus‐Christ ekenver ar Jentiled, ha da accomplissa an deveriou santel euz a garg Aviel Doue, evit ma vezo kavet mad an offrans euz ar Jentiled, o veza santifiet gant ar Spered‐Santel.


Hogen, gouzoud a ran, pa zeuin d’ho kavoud, e teuin karget euz benedictionou Aviel ar C’hrist.


Rag ar seurt tud‐se na zervichont ket hon Aotrou Jesus‐Christ, mes ho c’hov ho‐unan; ha gant komzou kaer ha meulodiou, e tromplout calonou an dud divalis.


D’an hini hen deuz ar galloud d’ho krenvaad hervez va Aviel, hag ar pez a zo bet prezeget gant Jesus‐Christ, hervez revelation ar myster, dalc’het kuzet e‐pad meur a gant vloaz,


Paol, galvet da vezo abostol euz a Jesus‐Christ, dre volontez Doue, ha Sosthenes,


Ha n’oun‐me ket abostol? Ha n’oun me ket libr? Ha n’am euz‐me ket gwelet Jesus‐Christ hon Aotrou? Ha n’eo ket c’houi eo va labour‐me en Aotrou?


Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, hag hor breur Timoteus, da Iliz Doue a zo e Corint, ha d’an holl Zent a zo en holl Akaia.


Mes me a istim n’ed oun bet, var boent e‐bed, disterroc’h eged ar re vrassa euz an ebestel.


Daoust ha me em befe great eur pec’hed oc’h en em izellaad va‐unan, evit ma vijec’h huelleet, o tond da annons deoc’h evit netra Aviel Doue?


Foll oun bet oc’h en em vanti; c’houi eo hoc’h euz va lakeat d’hen ober, rag c’houi eo a dlie beza lavaret vad divar va fen, rag n’oun ket bet disterroc’h en netra eged ar re vrassa euz an ebestel, petra‐benag n’ed oun netra.


Hogen, pa zeuiz da Droas, evit prezeg Aviel ar C’hrist, petra‐benag ma hen doa digoret an Aotrou eun nor d’in,


Rag n’e ket ni hon‐unan eo a brezegomp, mes Jesus‐Christ an Aotrou; ha ni a zo servicherien deoc’h, abalamour da Jesus.


Paol, abostol, n’e ket aberz an dud, na dre eun den‐benag mes dre Jesus‐Christ, ha Doue an Tad, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo;


Paol, abostol Jesus‐Christ dre volontez Doue, d’ar zent ha d’an dud fidel er C’hrist Jesus, pere a zo en Ephesus.


Enhan ez oc’h ive, goude beza bet klevet ar ger euz ar wirionez, an Aviel euz ho silvidigez, ha beza bet credet enhan, c’houi a zo bet siellet gant ar Spered‐Santel a oa bet prometet;


Hen ive eo hen deuz lakeat lod da ebestel, ha lod da brofeted, ha lod da avielerien, ha lod da bastored ha da zoctored;


Paol ha Timoteus, servicherien Jesus‐Christ, d’an holl zent en Jesus‐Christ, pere a zo en Philippos, d’an eskibien ha d’an diaconed:


ha ma teuio pep teod da anzav penaos Jesus‐Christ eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.


Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, ha Timoteus hor breur,


euz a behini ez oun bet great ministr, hervez ar garg hen deuzroet Doue d’in en ho kenver, evit discleria deoc’h ger Doue pen‐da‐ben,


mes, petra‐benag ma hor boa souffret araog, ha ma oamp bet tretet gant outraj, evel ma ouzoc’h, en Philippos, hon deuz kemeret hardiegez en hon Doue, da brezeg deoc’h Aviel Doue e‐kreiz combajou braz.


e karjemp beza roet deoc’h, n’e ket hep‐ken Aviel Doue, mes ive hor buez hon‐unan, abalamour ma hor boa evidoc’h eur garantez vraz.


Rag c’houi hoc’h euz sonj, breudeur, euz hon labour hag euz hon poan. En eur labourat noz‐deiz, evit na deujemp da zamma hini ac’hanoc’h, eo hon euz prezeget deoc’h Aviel Doue.


Paol, abostol Jesus‐Christ, hervez gourc’hemen Doue, hor Zalver, hag an Aotrou Jesus‐Christ, hon esperans,


Evit an desteni‐ze eo, (ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier,) ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol ha da zoctor d’ar Jentiled er feiz hag er wirionez.


evit pehini ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol, ha da zoctor ar Jentiled.


Paol, servicher Doue, hag abostol Jesus‐Christ evit annons ar feiz euz ar re choazet gant Doue, hag evit rei da anaoud ar wirionez, pehini a zo hervez ar biete,


Ha den na hell kemer an henor‐ze evithan he‐unan, nemed an hini a zo galvet gant Doue, evel Aaron.


Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg‐braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou;


Jakes, servicher Doue hag an Aotrou Jesus‐Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud!


Rag dond a ra an amzer ma tle ar varn commans dre di Doue; ha mar commans dreizomp‐ni, petra e vezo fin ar re na zentont ket ouz Aviel Doue?


Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.


Jud, servicher Jesus‐Christ, ha breur da Jakes, d’ar re a zo galvet, a zo bet santifiet en Doue an Tad, ha diwallet gant Jesus‐Christ.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Goude‐ze e lavaraz d’in: Ar c’homzou‐man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep‐dale.


Mes hen a lavaraz d’in; Diwall da ober kement‐se; rag me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur ar brofeted, ha gant ar re a vir komzou al levr‐man. Ador Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos