Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 5:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Eürus ar re baour er spered rag rouantelez an envou a zo dezhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Eürus ar re baour e spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

3 Eurus er ré berr a sperèd, rac Ranteleah en Nean e zou dehai.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 5:3
55 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan.


Eürus eo an hini n’en em scandalizo ket abalamour d’in.


Mes, eürus oc’h dre ma hoc’h euz daou‐lagad hag a vel ha diou‐skouarn hag a glev.


Mes Jesus a lavaraz; Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d’am c’havout; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe.


Eürus ar servicher‐ze mar kav he aotrou anezhan oc’h ober evel‐se pa erruo.


Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vezo a‐zeô dezhan: Deuit, c’houi pere a zo benniget gant va Zad, da bossedi en heritach ar rouantelez a zo bet preparet deoc’h abaoe crouidigez ar bed;


En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.


Rag‐se e lavaran deoc’h e teuio kalz euz ar Zao‐heol hag euz ar C’hus‐heol, hag ec’h azezint ouz taol gant Abraham, Isaac ha Jacob, en rouantelez an envou,


Ha Jesus, o velet kement‐se, a oe indiniet, hag a lavaraz dezhe: Lezit ar vugaligou da zond d’am c’havout, ha na virit ket outhe; rag rouantelez Doue a zo evit ar re a zo henvel outhe.


Eürus kentoc’h, eme Jesus, ar re a zelaou ger Doue, hag a vir anezhan!


Hen lavaret a ran deoc’h, he‐man a ziskennaz d’he di justifiet kentoc’h eged egile; rag kement hini en em huella a vezo izelleet; ha kement hini en em izella, a vezo huelleet.


ha me a ro deoc’h ar rouantelez, evel ma’z eo bet roet d’in gant va Zad;


evit ma hellot debri hag eva ouz va zaol em rouantelez, ha beza azezet var droniou, o varna an daouzec tribu a Israel.


Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon;


Jesus a lavaraz dezhan: Abalamour ma ec’h euz va gwelet, Thomas, ec’h euz credet. Eürus ar re n’ho deuz ket gwelet, hag ho deuz credet!


hag an hini pinvidic, pa’z eo bet izelleet, rag tremen a rai evel bleun ar yeot.


Eürus an den a c’houzanv an dentation; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan.


Selaouit, va breudeur muia‐karet; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed‐man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan?


Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.


Eürus ar re a zalc’h he c’hourc’hemenou, evit m’ho devezo lod euz ar vezen a vuez, ha ma c’hellint mond ebarz ar gear dre an norojou!


Rag te a lavar: Me a zo pinvidic, hag em euz dastumet madou, ha n’am euz ezom a netra; ha na ouzoud ket penaos ez oud maleürus, ha mizerabl, ha paour, ha dall, hag en noaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos