Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 4:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Neuze an diaoul a lezaz anezhan; ha setu ma teuaz elez hag a zervichaz anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

11 Nezé en diaul el lausquas; ha quentéh, en Ælèd e dostas dehou eid er chervige.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 4:11
13 Referencias Cruzadas  

Ha sonjal a rez‐te na helfen‐me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag‐tal ouzpen daouzec lejion a elez?


Mar d’oud Mab Doue, en em daol d’an traon; rag scrivet eo: Gourc’hemen a rai d’he elez divar da ben, hag e tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfez da droad ouz eur mean‐benag.


Hag e chomaz eno en dezert daou ugent devez, o veza tentet gant Satan; hag e oa e‐touez al loened gwez, hag an elez a zerviche anezhan.


Hag eun eal euz an env en em ziskouezaz dezhan evit he grenvaad.


Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen.


Hag an diaoul, o veza achuet an holl dentation, a guitaaz anezhan evit eun amzer.


Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed‐man; mes n’hen deuz netra enoun.


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


Ha n’inthi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e‐kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez?


Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta‐ganet er bed, e lavar: Ra zeui holl elez Doue d’hen adori.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos