Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 1:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 ha Jacob a oe tad da Josef, pried Mari, euz a behini eo bet ganet Jesus, a c’halver Christ.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

16 Ha Jacob e oé tad Jojeb prièd Mari, a béhani é ma ganet Jesus e hanhuér Chrouist.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 1:16
17 Referencias Cruzadas  

Eliud a oe tad da Eleazar. Eleazar a oe tad da Vatthan. Matthan a oe tad da Jacob;


Simon Per a respontaz hag a lavaraz: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue beo.


Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist.


Pa oant eat kuit, eun eal a‐berz an Aotrou en em ziskouezaz da Josef, dre eun huvre, o lavaret: Sav; kemer ar bugel bihan hag he vam, ha tec’h en Ejypt, ha choum eno ken a livirin d’id; rag Herodes a glasko ar bugel evit hen lakaad d’ar maro.


Evel ma oant assamblet, Pilat a lavaraz dezhe: Pe hini a fell deoc’h a laoskfen ganeoc’h, Barabbas, pe Jesus a c’halver Christ?


Pilat a lavaraz dezhe: Petra a rin‐me eta euz a Jesus a c’halver Christ? Holl e leverjont dezhan: Ra vezo crucifiet.


Ha n’eo ket he‐man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon? He c’hoarezed ha n’emaint‐hi ket aman ganeomp? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet.


da eur verc’hez pehini a dlie dimezi da eur goaz hanvet Josef, euz a di David; hag ar verc’hez‐ze a oa hanvet Mari.


Pa velaz he dad hag he vam anezhan, e oent souezet; hag he vam a lavaraz dezhan: Va bugel, perag ec’h euz‐te great kement‐man deomp? Setu da dad ha me hon euz da glasket gant kalz a nec’hamant.


Hag e c’hanaz he mab kenta‐ganet, hag e vailluraz anezhan, hag hen lekeaz en eur manjouer, rag ne oa ket a blas evithe en hostaliri.


Ha Jesus a oa var‐dro tregont vloaz pa gommansaz da brezeg, hag e oa evel ma credet, mab da Josef, da Heli,


An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent: Ha n’eo ket hennes mab Josef?


Ar vaouez‐se a respontaz dezhan: Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos