Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:47 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

47 Ha mar gra da lagad d’id kweza er pec’hed, difram anezhan; gwell eo d’id antren en rouantelez Doue, o kaoud eul lagad kep‐ken, eget kaoud daou‐lagad, ha beza taolet en eun ifern a dan?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

47 Ha ma laka ac’hanout da lagad da gouezhañ, diframm anezhañ. Gwelloc’h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:47
14 Referencias Cruzadas  

Ha mar ro da lagad leac’h d’id da bec’hi, difram anezhan, ha taol anezhan pell diouzid; rag gwell eo d’id mond er vuez o kaoud eul lagad hep‐ken, eget kaout daou‐lagad, ha beza taolet e tân an ifern.


Hogen me a lavar deoc’h penaos piou‐benag en em laka en coler ouz he vreur, hep caoz, a vezo punissabl dre an tribunal; ha piou‐benag a lavaro d’he vreur: Raka (den neant), a vezo punissabl dre ar c’honseil; hag an hini a lavaro dezhan: Diot, a vezo punissabl dre dân an ifern.


Mar gra da zorn d’id kweza er pec’hed, troc’h anezhan; gwell eo d’id antren monz er vuez, eget kaout da zaou zorn, ha mond en ifern, en tan ha na varvo biken,


e pe leac’h ho freon na varv ket, hag an tan ne voug ket.


Mar teu unan‐benag d’am c’havout, ha ma ne deu da gasaad he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha zo‐ken he vuez he‐unan, na hell ket beza diskibl d’in.


Jesus a respontaz dezhan: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel a‐nevez, na hell ket gwelet rouantelez Doue.


Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.


Petra eta a rea neuze hoc’h eürusted? Rag me a ro testeni deoc’h penaos ma vije bet possubl deoc’h, ho pije tennet euz ho pen ho taou‐lagad hoc’h‐unan, ha roet anezhe d’in‐me.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos