Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 8:17 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ha Jesus, oc’h anaoud kement‐se, a lavaraz dezhe: Perag e rezonit‐hu divarben n’hoc’h euz ket a vara? Ha c’houi a zo c’hoas hep skiant hag hep comprenezon? Ha bepred eman dall ho calonou‐c’houi?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n’hoc’h eus ket kemeret a vara? Bez’ oc’h c’hoazh hep skiant c’hoazh ha ne gomprenit ket? Bepred eo kaletaet ho kalon?

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 8:17
17 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, o c’houzout kement‐se, a ieaz kuit ac’hane; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl.


Ha na gomprenit‐hu ket c’hoas penaos kement a ia er genou a zisken er c’hov, hag a vez taolet el leac’hiou distro.


O veza klevet kement‐man, e rezonent hag e lavarent enhe ho‐unan: Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel‐se.


Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.


Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho‐unan, a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu ar seurt sonjou‐ze en ho calonou?


Neuze, o sellet gant coler ouz ar re a oa en‐dro dezhan, glac’haret o velet pegen kaledet e oa ho c’halonou, e lavaraz d’an den‐ze: Astenn da zorn. Hag hen a astennaz anezhan, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile.


Rag n’ho doa ket comprenet miracl ar baraou, dre ma oa ho c’halonou kaledet.


Hag int a rezone etrezhe ho‐unan, o lavaret: Abalamour n’hon euz ket a vara eo e komz evel‐se.


Neuze e lavaraz dezhe: O tud diskiant, ha tud a galon diegus da gredi ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted!


Breman ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra, ha n’ec’h euz ket ezom e teufe den d’az interroji; abalamour da ze eo e credomp ez oud deuet euz a Zoue.


Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.


Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos