Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 7:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 hag, o velet e tebre lod euz he ziskibien ho boued gant daouarn souillet, da lavaret eo, hep beza gwalc’het, e kavent abec enhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Gwelout a rejont ur re bennak eus e ziskibien o kemer o fred gant daouarn lous, da lavarout eo hep bezañ o gwalc’het, hag e kavjont da damall.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 7:2
12 Referencias Cruzadas  

Perag e tor da ziskibien‐te tradition ar re goz? rag ne walc’hont ket ho daouarn pa zebront ho frêd.


Neuze ar Farizianed hag ar Scribed a c’houlennaz diganthan: Perag da ziskibien‐te na heulliont‐hi ket tradition ar re goz, hag e kemeront ho boued heb gwalc’hi ho daouarn?


Hogen ar Farizian a oa souezet o velet n’hen doa ket en em walc’het araog he lein.


Hag e lavaraz dezhe: Gouzoud a rit ez eo difennet da eur Judeo darempredi eun estranjour, pe mond d’he di; mes Doue hen deuz diskouezet d’in na dlean henvel den e‐bed impur pe souillet.


Ha me a respontaz: Nann, Aotrou; rag biskoas netra impur na souillet n’eo antreet em genou.


Me a oar, hag a zo sur mad dre an Aotrou Jesus, penaos n’euz netra souillet anezhan he‐unan; koulskoude an hini a sonj dezhan ez eo souillet eun dra, an draze a zo souillet evithan.


a bebeuz poaniou brassoc’h, a gav deoc’h, na vezo ket kavet dign an hini a vac’ho gant he dreid Mab Doue, hag a istimo evel profan goad an allians, dre behini eo bet santifiet, hag a rai outrach var ar Spered a c’hras?


Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier; mes ar re‐ze hep‐ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos