Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 6:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Neuze Jesus, o veza deuet er meaz, a velaz kalz a bobl; hag hen doe truez outhe, dre ma oant evel denved ha n’ho deuz pastor e‐bed; hag en em lekeaz da ziski kalz a draou dezhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud hag en doe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep mesaer, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 6:34
19 Referencias Cruzadas  

Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.


Neuze Jesus a c’halvaz d’he gavoud he ziskibien, hag a lavaraz dezhe: Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo emaint ganen, ha n’ho deuz netra da zibri; ha na fell ket d’in ho c’has kuit var iûn, gant aoun ne vankfe ho nerz dezhe en hent.


Hag o velet an holl bobl‐ze, hen doe truez outhe, abalamour ma oant skuiz ha dianket, evel denved hep pastor.


Mes ar bobl a velaz anezhe o vond kuit, ha kalz a anavezaz anezhan; hag e redjont di, var droad, euz an holl geariou, hag o veza en em gavet araog dezhe, en em dastumjont dirazhan.


Hag evel ma oa dija divezad, he ziskibien a zeuaz d’he gavoud, hag e leverjont dezhan: Al leac’h‐man a zo dezert, ha divezad eo dija;


En amzer‐ze, e oa gant Jesus eur bobl vraz a dud, ha dre n’ho doa netra da zibri, e c’halvaz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe:


Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo dija emaint ganen, ha n’ho deuz tam da zibri.


Ar bobl, o veza klevet kement‐man, az eaz var he lerc’h, ha Jesus ho recevaz, hag a gomzaz dezhe euz a rouantelez Doue, hag e paree ar re ho doa ezom da veza pareet.


Dre‐ze eo bet red dezhan dond da veza henvel en pep tra ouz he vreudeur; evit ma vije eur beleg‐braz, leun a drugarez, ha fidel en traou a zell ouz Doue, da baea evit pec’hejou ar bobl.


Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos