Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 5:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Hag e c’hourc’hemenaz stard dezhe lakaad evez na ouvezje den kement‐se; hag e lavaraz dezhe rei dezhi da zibri.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Hag ec’h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c’hourc’hemennas reiñ dezhi da zebriñ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 5:43
15 Referencias Cruzadas  

Ha pa oant o tisken divar ar menez, Jesus a reaz outhe an difen‐man: Na livirit da zen ar pez hoc’h euz gwelet, ken a vezo savet Mab an den a‐douez ar re varo.


Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Laka evez na liviri an dra‐man da zen; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement‐se da desteni dezhe.


Hag ho daou lagad a oe digoret; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret: Diwallit na ouefe den an dra‐ze.


Ha Jesus a gassaz anezhan kuit rag‐tal gant eun difen stard, en eur lavaret dezhan:


Mes hen a c’hourc’hemene stard dezhe diwall da ziscleria anezhan.


Ha rag‐tal ar plac’h vihan a zavaz hag en em lekeaz da vale, rag daouzec vloaz he doa. Hag e oent souezet meurbed.


Ha Jesus a zifennaz outhe n’hel lavarjent da zen e‐bed; mes seul‐vui ma tifenne outhe, seul‐vui e vrudent anezhan.


Ha pa oant o tisken divar ar menez, e tifennaz outhe lavaret da zen ar pez ho doa gwelet, ken a vije resussitet Mab an den a‐douez ar re varo.


Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe.


Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement‐se da zen e‐bed; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement‐se da desteni dezhe.


Hag he zad hag he mam a oe souezet meurbed; mes hen a zifennaz outhe lavaret da zen ar pez a oa c’hoarvezet.


Me na recevan ket va gloar euz a‐berz an dud;


deomp‐ni pere hon euz debret hag evet ganthan, goude ma’z eo bet savet a‐douez ar re varo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos