Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 5:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Neuze ar sperejou impur‐ze, o veza eat er meaz, a antreaz er moc’h, hag ar vanden, a oa anezhe var‐dro daou vil, en em daolaz d’an traon er mor, hag e oent beuzet eno.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Raktal Jezuz o lezas da vont. Hag ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc’h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec’h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor. Bez’ e oa anezho war-dro daou vil.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 5:13
12 Referencias Cruzadas  

Na roit ket an traou zantel d’ar chass, ha na daolit ket ho perlez dirag ar moc’h, gant aoun na zeufent d’ho flastra dindan ho zreid, ha na zistrofent evit ho tiframma.


Hag hen a lavaraz dezhe: It. Hag o veza sortiet, ez ejont er vanden voc’h; ha kerkent an holl vanden voc’h a ieaz, var red, d’en em deurel d’an traon, er mor, hag e varvjont en doureier.


Hag an holl drouk‐sperejou a bede anezhan, en eur lavaret: Kas ac’hanomp er moc’h‐ze, evit ma’z aimp enhe. Ha rag‐tal Jesus a bermetaz dezhe.


Hag ar re a oa o vessa ar moc’h a redaz kuit, hag a gassaz ar c’helou‐ze en kear ha var ar meaz.


An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he‐unan; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.


pehini o veza eat d’an env, a zo a‐zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega.


Ha pa vezo tremenet ar mil bloaz‐ze, Satan a vezo leusket euz he brizon.


Beza ho doa varnezhe eur roue, eal an abim, galvet enn hebreach Abaddon, hag en gregach Apollyon (Distrujer).


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos