Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 2:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Neuze Jesus, o velet ho feiz, a lavaraz d’ar paralitic: Va mab, da bec’hejou a zo pardonet d’id.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, da bec’hedoù a zo pardonet dit.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 2:5
28 Referencias Cruzadas  

Hag e tigassjont dezhan eur paralitic gourvezet var eur gwele; ha Jesus, o velet feiz an dud‐se, a lavaraz d’ar paralitic: Va mab, kemer courach, da bec’hejou a zo pardonet d’id.


Mes Jesus, o veza troet hag o sellet outhi, a lavaraz: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; hag ar vreg‐se a oe iac’heet adaleg an heur‐ze.


Rag pehini eo an ezeta, lavaret: Da bec’hejou a zo pardonet d’id; pe lavaret:


Hag eur re‐benag euz ar Scribed, hag a oa azezet eno, a rezone evel‐hen en ho c’halonou:


Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.


pehini, o velet ho feiz, a lavaraz dezhan: O den, da bec’hejou a zo pardonet d’id.


Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; kea en peoc’h.


ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he‐unan e ouie petra a oa ebarz an den.


Eur pennad goude, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan: Setu te bet pareet; na bec’h mui, gant aoun na c’hoarvezfe ganez eun dra‐benag gwassoc’h.


Pa oe erruet, ha pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement‐se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a‐greiz calon d’an Aotrou.


He‐man a zelaoue Paol pehini, o veza arretet he zaou‐lagad varnezhan, hag o velet hen doa feiz evit beza iac’heet,


Doue hen deuz savet anezhan en tu‐deo dezhan, evel ar Prins hag ar Zalver, evit rei da Israel ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou.


Abalamour da ze ez euz en ho touez kalz a dud sempl hag a dud klanv, hag ez euz marvet meur a hini.


An hini eta da behini e pardonit, me ive a bardon dezhan; (rag evidoun‐me, ar pez em euz pardonet, mar em euz pardonet, eo abalamour deoc’h), dirag Jesus‐Christ,


Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz; ha kement‐se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h‐unan, donezon Doue eo;


oc’h en em supporti an eil egile, hag o pardoni an eil d’egile, mar hen deuz unan‐benag eur c’hlem a‐enep unan all. Evel ma hen deuz pardonet ar C’hrist ac’hanoc’h, c’houi, grit ive evel‐se.


Ha peden ar feiz a zaveteo an hini klanv, hag an Aotrou a zavo anezhan; ha mar hen deuz great pec’hejou, e vezint pardonet dezhan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos