Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 2:20 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint en deiziou‐ze.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 2:20
29 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus a lavaraz dezhe: En noz‐man e vezin caoz deoc’h holl da gweza; rag scrivet eo: Skei a rin ar pastor, hag ar vanden denved a vezo disperset.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha gallout a ra mignoned ar pried en em glac’hari e‐pad ma eman ar pried ganthe? Mes dond a rai an amzer ma vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Daoust ha mignoned ar pried a hell iun e‐pad ma ema ar pried ganthe? E‐keit ha ma ema ar pried ganthe, na hellont ket iun.


Den na stag eun tam mezer nevez ouz eur zae goz; anez an tam mezer nevez a rogfe ar mezer koz, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h.


Hag e lavaraz d’an diskibien: Dond a rai an deiziou ma ho pezo c’hoant da velet unan euz deiziou Mab an den, ha n’her gwelot ket.


Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe; a‐neuze e iunint en deiziou‐ze.


evit an deiz ma vezin sebeliet. Rag c’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h; mes n’ho pezo ket atao ac’hanoun‐me.


Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman: Na hellit ket dond el leac’h ma’z an.


Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.


Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h.


Ha me n’ed oun mui er bed, mes ar re‐man a zo er bed, ha me a ia d’az kavout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel‐domp‐ni.


Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou‐man er bed, evit m’ho devezo va joa peur‐leuniet enhe.


An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet.


Ha goude m’hen doe lavaret ar c’homzou‐ze, e oe savet d’an neac’h e‐pad ma oaint o sellet outhan, hag eur goabren hen kuzaz ouz ho daou‐lagad.


Ha goude beza pedet ha iunet, e lekejont re Ancien e peb Iliz, hag ho recommandjont d’an Aotrou, en pehini ho doa credet.


hag a dle beza digemeret en env beteg an amzeriou ma vezo retablisset an holl draou, euz a bere hen deuz komzet Doue dre c’henou he holl brofeted santel, abaoe pell amzer.


N’en em brivit ket an eil euz egile, nemed consanti a rafec’h ho taou, evit eur pennad amzer, evit gallout en em rei d’ar iun ha d’ar beden; ha goude, deuit adare assambles, gant aoun na deufe Satan da denti ac’hanoc’h dre ho kwall‐ioulou.


Rag me a zo jalous ac’hanoc’h gant eur jalouzi a Zoue, rag hoc’h unanet em euz gant eur Pried hep‐ken evit ho prezanti evel eur verc’hez dinam d’ar C’hrist.


er poaniou, el labouriou, er beilladennou alies, en naoun, er sec’hed, alies er iuniou, er ienien hag en noazder.


er gouliou, er prizoniou, er seditionou, el labouriou, er veilladou, er iunou,


En em rejouissomp, ha diskouezomp hon levenez, ha rentomp gloar dezhan; rag deuet eo eured an Oan, hag he bried a zo en em gempennet.


Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos