Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 2:17 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, a lavaraz dezhe: N’e ket ar re a zo iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re a zo klanv; n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Jezuz, o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N’eo ket ar re a zo yac’h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. N’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 2:17
21 Referencias Cruzadas  

Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.


Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.


Mes hen a respontaz d’he dad: Setu, me a zo o servicha ac’hanoud abaoe ken lies a vloaveziou, heb beza biskoas torret da c’hourc’hemenou, ha koulskoude n’ec’h euz biskoas roet d’in eur c’havric evit gallout en em rejouissa assambles gant va mignoned.


Me a lavar deoc’h e vezo evel‐se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar‐ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.


Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.


Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.


Respont a rejont dezhan: Te a zo ganet holl er pec’hed, hag e teuez d’hor c’helen! Hag e taoljent anezhan er meaz.


Hag hinienou euz ar Farizianed a oa ganthan, a glevaz kement‐se hag a lavaraz dezhan: Ha ni, ha dall omp‐ni ive?


o prezeg d’ar Judevien hag ive d’ar Greked ar gonversion e‐kenver Doue, hag ar feiz e‐kenver Jesus‐Christ hon Aotrou.


mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober œuvrou dign euz ar gonversion.


pehini a zo en em roet he‐unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he‐unan eur bobl choazet, douget evit an œuvrou mad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos