11 Me a lavar d’id: Sav, crog en da vele, ha kea d’ar gear.
11 Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da’z ti.
Ha Jesus, o kaout truez outhan, a astennaz he zorn, a douchaz outhan, hag a lavaraz dezhan: Ia, fellout a ra d’in, bez eta net.
Hogen, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou, e lavaraz d’ar paralitic:
Ha kerkent e savaz, hag o veza kemeret he vele, ez eaz er meaz dirag an holl, en hevelep doare ma oe souezet braz an holl, ha ma c’hlorifient Doue, o lavaret: Biskoas n’hon cuz gwelet kement all.
Ar spered eo a ro buez; ar c’hig na zervich da netra. Ar c’homzou a lavaran a zo spered ha buez.