Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 14:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Hag e teuaz d’ho c’havoud evit an deirved gwech, hag e lavaraz dezhe: Kouskit breman, ha kemerit ho repos! Awalc’h eo! deuet eo an heur; setu, Mab an den a zo livret etre daouarn ar bec’herien.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Dont a reas evit an trede gwech hag a lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc’h eo! An eur a zo deuet. Setu, Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec’herien.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 14:41
23 Referencias Cruzadas  

Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet.


Neuze Judas Iscariot, unan euz an daouzec, a ieaz da gavout prinsed ar veleien evit hen livra dezhe.


Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz: En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun.


Hag o veza eat eun neubeud pelloc’h, hen n’em brosternaz d’an douar, en eur bedi ma’z aje, mar d’oa possubl, an heur‐ze pell diou‐than.


Hag o veza distroet, ho c’havaz adare kousket, rag ho daou‐lagad a oa pounereet; ha na ouient petra da respont dezhan.


Savit, deomp, setu o tostaad an hini a drahis ac’hanoun.


Lavaret a reaz ive dezhe: Gouzoud a rit mad terri gourc’hemen Doue, evit miret ho tradition; rag Moises hen deuz lavaret:


Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe: Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz.


ha Jesus a respontaz dezhe: Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den.


Breman va ene a zo troublet; ha petra a livirinme? . . . . Va Zad, delivr ac’hanoun euz an heur‐man! mes evit se eo ez oun deuet en heur‐man.


Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;


Klask a rent eta an tu da gregi enhan; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur.


Jesus a lavaraz ar c’homzou‐ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.


Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just‐se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos