Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 13:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Hag e viot kaseet gant an holl abalamour d’am hano, mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 13:13
19 Referencias Cruzadas  

Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


Mes an neb a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


Neuze e livrint ac’hanoc’h da veza tourmantet, hag e lazint ac’hanoc’h; hag e veot kaseet gant an holl nationou abalamour d’am hano.


Hogen, neuze ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel; hag ar vugale a zavo a‐enep ho zad hag ho mam, hag ho lakaint da vervel.


Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl abalamour d’am hano.


Eürus e veot pa ho devezo an dud kassoni ouzoc’h, pa veot chasseet, hag outrajet ganthe, ha pa lakint hoc’h hano da dremen evit eun hano fall, abalamour da Vab an den.


Mes kement‐se holl a raint deoc’h abalamour d’am hano, rag na anavezont ket an hini hen deuz va digasset.


Roet em euz dezhe da c’her, hag ar bed hen deuz ho c’haseet, abalamour n’int ket euz ar bed, evel n’emoun ket va‐unan euz ar bed.


da lavaret eo, ar vuez eternel d? ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite;


Na skuizomp ket eta oc’h ober ar mad, rag en amzer ma’z eo dleet, e kavimp da vedi, mar ne deuomp ket da skuiza.


Evidomp‐ni, n’omp ket euz ar re en em denn adre evit mond da goll, mes euz ar re a gred evit silvidigez ho ene.


Rag ni a zo deuet da gaoud lod er C’hrist, mar dalc’homp stard beteg ar fin hon assurans kenta,


Eürus an den a c’houzanv an dentation; rag pa vezo bet amprouvet, e recevo ar gurunen a vuez prometet gant an Aotrou d’ar re a gar anezhan.


Breudeur, na vezit ket souezet mar deu ar bed d’ho kasaad.


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos