Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 12:36 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 Rag David he‐unan hen deuz lavaret dre ar Spered‐Santel: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: Azez a‐zeo d’in, bete ma likiin da inimied da scabel dindan da dreid.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 12:36
16 Referencias Cruzadas  

na dre an douar, rag scabel he dreid eo; na dre Jerusalem, rag kear ar Roue braz eo.


Tud breudeur, red e oa ma vije accomplisset ar pez a zo bet profetiset gant ar Spered‐Santel dre c’henou David, divarben Judas, pehini a zo bet rener ar re ho deuz kemeret Jesus.


Hag evel n’en em glevent ket etrezhe, ez ejont kuit, goude m’hen doe Paol lavaret ar gomz‐man dezhe: Komzet mad hen deuz ar Spered‐Santel d’hon tadou dre ar profet Izaias,


rag red eo dezhan ren bete ma hen devezo lakeat he holl enebourien dindan he dreid.


An holl Scritur a zo inspiret gant Doue, ha mad evit rei kelennadurez, evit lakaad da gredi, evit corrija, evit diski er justis;


Ha da behini euz an elez hen deuz Doue gwech e‐bed lavaret: Azez a‐zeo d’in, ken em bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid?


Doue a verk c’hoas eun dervez, dre ar gomz‐man: Hirio, en eur lavaret dre Zavid, ken pell amzer goude, evel ma’z eo bet lavaret huelloc’h: Hirio mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou.


o klask anaoud, en pe seurt amzer hag en pe seurt circonstansou, e tiskoueze Spered ar C’hrist a oa enhe, hag a rente testeni a‐ziaraog, e tlie c’hoarvezoud souffransou ar C’hrist, hag ar gloar a dlie dond varlerc’h.


Rag ar brofesi n’eo ket bet digasset gwech‐all dre volontez an den; mes tud santel a Zoue ho deuz komzet, douget da gement‐se gant ar Spered‐Santel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos