Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 12:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 O veza eta deuet d’he gavoud, e leverjont dezhan: Mestr, gouzoud a reomp ez oud gwirion, ha penaos ne glaskez plijoud da zen e‐bed; rag na zellez ket ouz apparans an dud, mes diski a rez hent Doue hervez ar wirionez. Ha permetet eo paea an tribut da Cezar, pe n’eo ket? Ha paea a raimp‐ni, pe na baeimp ket?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 O vezañ eta deuet d’e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 12:14
36 Referencias Cruzadas  

Hag e kasjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud.


Lavar deomp eta petra a zeblant did euz an dra‐man: Ha permetet eo, pe n’hen d’eo ket, paea an taillou da Cezar?


Goude‐ze e kasjont dezhan darn euz ar Farizianed hag euz an Herodianed, evit tapoud anezhan en he gomzou.


Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin.


Kerkent eta evel ma oa erruet, e tostaaz outhan hag e lavaraz dezhan: Mestr, Mestr; hag e pokaz dezhan.


Ha permetet eo deomp paea an tribut da Cezar pe n’eo ket?


Hag int a gommansaz tamal anezhan, en eur lavaret: Kavet hon euz an den‐man o trompla ar bobl hag o tifen paea an tribut da Cezar, hag o lavaret ez eo hen he‐unan ar C’hrist, ar roue.


An hini a gomz anezhan he‐unan a glask he c’hloar he‐unan; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan.


Abalamour da ze ive eo e paeit ar c’hargou, rag ministred Doue int, oc’h en em rei d’an deveriouze.


Rag ni ne droomp ket en faoz Ger Doue, evel ma’z euz kalz hag a ra; mes komz a reomp gant gwirionez, evel a‐berz Doue, dirag Doue, er C’hrist.


Rag mar deuan da rei tristidigez deoc’h, piou a roio joa d’in‐me, nemed an hini a vezo bet lakeat ganen en dristidigez?


Dre‐ze, o veza ma hon euz ar garg‐man hervez an drugarez a zo bet great deomp, na gollomp ket a gourach;


Oc’h anaoud eta an doujans a zo dleet d’an Aotrou, e poaniomp evit lakaad an dud da gredi; ha Doue a anavez ac’hanomp, hag esperoud a ran ive ez omp anavezet ganeoc’h en ho coustians,


Evel‐se, a‐vreman, na anavezomp den hervez ar c’hig; ha memeus mar hon euz anavezet ar C’hrist hervez ar c’hig, breman n’hen anavezomp mui evel‐se.


Rag, pe Doue, pe an dud eo a brezegan‐me? pe daoust ha me a glask plijoud d’an dud? Mar teufen da blijoud d’an dud, ne vefen ket servicher d’ar C’hrist.


Evit ar pez a zell ar re a zo countet evit beza eun dra‐benag, (n’euz fors d’in petra int bet gwech‐all, rag Doue ne ra ket a zifferans e‐touez an dud), ar re a zo ar muia istimet n’ho deuz lavaret netra d’in.


Mes, evel ma’z omp bet kavet dign gant Doue da veza fiziet enomp an Aviel, evel‐se e komzomp, nann evit plijoud d’an dud, mes da Zoue, pehini a amprouv hor c’halonou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos