Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 11:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Mes, pa deuot da bedi, mar hoc’h euz eun dra‐benag a‐enep unan‐benag, pardonit dezhan evit ma teuio ive ho Tad pehini a zo en env, da bardoni deoc’h hoc’h offansou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Ha pa deuot da bediñ, mar hoc’h eus un dra bennak a-enep unan bennak, pardonit, evit ma teuio ivez ho Tad a zo en neñvoù da bardoniñ deoc’h ho tisentidigezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 11:25
13 Referencias Cruzadas  

Rag‐se mar digassez da offrans d’an aoter, ha mar teu sonj d’id eno hen deuz da vreur eun dra‐benag en da enep, lez eno da offrans dirag an aoter,


pardon deomp hon pec’hejou, evel ma pardonomp ive d’ar re ho deuz hon offanset;


Ha pa bedi, na ra ket evel an hipocrited; rag int a gar pedi en ho za er sinagogou hag e corn ar ruiou, evit beza gwelet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.


Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel‐hen enhan he‐unan: O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo‐ken evel ar publican‐ze;


Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a‐ziabell, na grede ket zo‐ken sevel he zaou‐lagad var‐zu an env; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret: O Doue, kemer truez ouzin‐me rag n’ed oun nemed eur pec’her!


Na varnit ket, ha na veot ket barnet; na gondaonit ket, ha na veot ket condaonet: pardonit, hag e veot pardonet;


Mes bezit mad an eil e‐kenver egile, truezus, o pardoni an eil d’egile, evel ma hen deuz Doue pardonet deoc’h ive er C’hrist.


oc’h en em supporti an eil egile, hag o pardoni an eil d’egile, mar hen deuz unan‐benag eur c’hlem a‐enep unan all. Evel ma hen deuz pardonet ar C’hrist ac’hanoc’h, c’houi, grit ive evel‐se.


Rag ar varn a vezo didruez var an hini n’hen devezo ket bet a druez; mes an drugarez n’he deuz aoun e‐bed rag ar varn.


Ar re‐man eo an diou olivezen, hag an daou gantoleur pere en em zalc’h dirag Aotrou an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos