Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 11:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag a lavaro d’ar menez‐ze: Sav alese, hag en em daol er mor, hep doueti en he galon, mes en eur gredi penaos e c’hoarvezo kement a lavar; great e vezo dezhan kement hen devezo lavaret.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Rak me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c’hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 11:23
11 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Abalamour d’ho neubeud a feiz eo; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez‐man: Kerz ac’hann du‐hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h.


Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz, ha mar na zouetjec’h ket, n’e ket ar pez a zo bet great d’ar vezen‐fiez a rajec’h hep‐ken; mes memeus ma lavarjec’h d’ar menez‐man; Sav alese, hag en em daol er mor, kement‐se a erruje.


Hag an Aotrou a lavaraz: Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor‐man: En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor; ar vezen a zentfe ouzoc’h.


Ha petra‐benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab.


Mar choumit enoun, ha mar choum va c’homzou enoc’h, goulennit ar pez a garot, hag e vezo roet deoc’h.


Ha pa’m befe an donezon da brofetisa, ha pa anavezfen an holl mysteriou hag an holl skiantchou; ha pa’m befe an holl feiz beteg diblasi ar meneziou; ma n’em euz ket ar garantez, n’ed oun netra.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos