Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 11:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Ar Scribed ha prinsed ar veleien, o veza klevet kement‐se, a glaske penaos ec’h heljent distruja anezhan; rag aoun ho doa a‐razhan, abalamour ma oa an holl bobl en admiration euz he zoctrin.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Ar skribed hag ar veleien vras, o vezañ klevet kement-se, a glaskas an doare d’e lakaat d’ar marv. Rak aon o doa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelennadurezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 11:18
26 Referencias Cruzadas  

Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar Scribed ar burzudou hen doa great, hag ar vugale pere a grie en templ, hag a lavare: Hozanna da Vab David!


Hogen pa hen devoe Jesus peur‐lavaretar c’homzou‐man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez;


Hag e oant souezet gant he gelennadurez; rag ho diski a rea evel unan hag o oa otorite ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.


Ha mar leveromp: Euz an dud; e toujomp ar bobl; rag an holl a grede e oa Ian eur gwir brofet.


Neuze e klaskjont cregi enhan; rag anaoud a reant ervad hen doa lavaret ar barabolen‐ze a‐enep dezhe; mes, o veza m’ho doa aoun rag ar bobl, e lezjont anezhan, hag ez ejont kuit.


Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag‐tal gant an Herodianed a‐enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll.


rag Herodes a zouje Ian, o c’houzoud e oa eun den just ha santel; respet hen doa evithan; ober a rea memeus meur a dra hervez he avizou, hag hen selaou a rea gant plijadur.


Hag e kelenne bemdez en templ. Ha prinsed ar veleien, ar Scribed ha chefou ar bobl a glaske hen lakaad d’ar maro.


Hag ar re holl a gleve anezhan, a oa souezet euz he furnez hag euz he respontchou.


Neuze prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaskaz, hep dale pelloc’h, lakaad ho daouarn varnezhan; rag anavezet ho doa hen doa lavaretar barabolen‐ze a‐eneb dezhe; mes aoun ho doa rag ar bobl.


An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent: Ha n’eo ket hennes mab Josef?


Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.


Moises ha n’euz‐hen ket roet deoc’h al lezen? ha koulskoude hini ac’hanoc’h na vir al lezen. Perag e klaskit‐hu va lakaad d’ar maro?


Ar serjanted a respontaz: Biskoas den n’hen deuz komzet evel an den‐ze!


Hag evel ma komze Paol divarben ar justis, an demperans hag ar varn da zond, Felix, spountet‐holl, a lavaraz dezhan: Kea kuit evit breman, ha pa gavin eun amzer favorabl‐benag, e c’halvin ac’hanoud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos