Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 10:39 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Hag e leverjont dezhan: Gallout a reomp. Ha Jesus a lavaraz dezhe: Eva a reot evit‐gwir ar c’halir a dlean da eva, ha badezet e veot gant ar vadiziant gant pehini e tlean beza badezet;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec’h evot an hanaf am eus da evañ hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti,

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 10:39
10 Referencias Cruzadas  

Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint‐hi ket tud he di?


hag e oent badezet ganthan er Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.


Mes hen a lavare c’hoas krenvoc’h: Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag holl e lavarent ar memeus tra.


Hag e lavare: Abba! Tad! pep tra a zo possubl d’id; distro diouzin ar c’halir‐ze; koulskoude ra vezo great n’e ket ar pez a fell d’in, mes ar pez a fell d’id.


Per a lavaraz dezhan: Aotrou, perag na hellan‐me ket da heullia breman? Rei a rin va buez evidoud.


Ho pezet memor euz ar gomz‐man em euz lavaret deoc’h: Ar servicher n’eo ket brassoc’h eged he vestr. Mar ho deuz persecutet ac’hanoun‐me, e persecutint ac’hanoc’h ive; mar ho deuz miret va c’houmzou, e virint ive ho re‐c’houi.


Roet em euz dezhe da c’her, hag ar bed hen deuz ho c’haseet, abalamour n’int ket euz ar bed, evel n’emoun ket va‐unan euz ar bed.


Lakaad a reaz da vervel dre ar c’hleze Jakes, breur da Ian;


En em rejouissa a ran breman em souffransou evidoc’h, hag e peur‐achuan da zouffr em c’hig ar rest euz a boaniou Jesus‐Christ evit he gorf, pehini eo an Iliz,


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos