Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 1:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Evidoun‐me em euz ho padezet en dour, mes hen ho padezo er Spered‐Santel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Me am eus ho padezet en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 1:8
19 Referencias Cruzadas  

Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Prezeg a rea en eur lavaret; Dond a ra var va lerc’h unan, hag a zo galloudussoc’h eged’oun, da behini n’oun ket dign da blega, evit dizeren correou he voutou.


En amzer‐ze e c’hoarvezaz ma teuaz Jesus euz a Nazaret, kear euz a C’halile, hag e oe badezet gant Ian er Jourdan.


Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Ian a respontaz dezhe hag a lavaraz: Evidoun, me a vadez en dour; mes bez’ ez euz unan en ho touez, ha na anavezit ket.


Evidoun‐me, n’hen anavezen ket; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in: An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered‐Santel.


Rag Ian evit‐gwir hen deuz badezet en dour, mes a‐ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered‐Santel.


Hag an holl dud fidel circonciset, a oa deuet gant Per, a oe souezet, o velet e oa skulliet ive var ar Jentiled an donezon euz ar Spered‐Santel;


En deiziou diveza, eme Doue, e c’hoarvezo ma skullin euz va Spered var bep kig, ho mipien hag ho merc’hed a brofetizo; ho tud yaouank a velo visionou, hag ho tud koz ho devezo huvreou.


Hag e oent holl leuniet euz ar Spered‐Santel, hag e commansjont da gomz langachou estranjour, hervez ma lake ar Spered anezhe da gomz.


Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep‐ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos