Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 1:28 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Hag ar vrud anezhan a redaz kerkent dre an holl vro var dro da C’halile.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C’halilea.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 1:28
10 Referencias Cruzadas  

Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


Hag ar vrud euz a gement‐se a ieaz dre an holl vro‐ze.


Mes, o veza eat er meaz, ar re‐man a skuliaz ar vrud anezhan dre an holl vro‐ze.


Souezet braz e oent holl, en hevelep doare ma c’houlennent etrezhe: Petra eo an dra‐man? Pe seurt kelennadurez nevez eo hou‐man, rag gourc’hemen a ra gant otorite d’ar sperejou impur zo‐ken, hag e sentont outhan?


Goude beza eat er meaz euz ar sinagog, e teujont kerkent gant Jakes ha Ian da di Simon hag Andre.


Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.


Hag e oe roet dezhan levr ar profet Izaias, hag o veza digoret al levr, e kavaz al leac’h e pehini e oa scrivet:


Hag ar vrud anezhan a ieaz en pep leac’h er vro tro‐var‐dro.


Hag ar gomz‐man ho doa lavaret divar he ben, a redaz dre ar Jude holl ha dre ar broiou tro‐var‐dro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos