Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 9:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

44 Evidoc’h‐c’houi, selaouit mad ar c’homzou‐man: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

44 Evidoc’h-c’hwi, selaouit mat ar c’homzoù-mañ: Mab an den a dle bezañ droukroet etre daouarn an dud.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:44
26 Referencias Cruzadas  

Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz.


Gouzoud a rit ema ar Pask a‐ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet.


Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude.


Koulskoude e kelenne he ziskibien, hag e lavare dezhe: Mab an den a ia da veza livret etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhan d’ar maro; mes goude ma vezo bet lakeat d’ar maro, e resussito an trede deiz.


Hag ar re holl a glevaz anezhe, ho dalc’haz en ho c’halon, hag e lavarent: Petra a vezo ar bugel‐ze eta? Ha dorn an Aotrou a oa varnezhan.


Jesus a gemeraz neuze an daouzec a‐gostez ganthan hag a lavaraz dezhe: Setu, emaomp o pignad da Jerusalem, ha kement tra a zo bet scrivet gant ar brofeted divarben Mab an den a ia da veza accomplisset.


Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou‐ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon.


Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.


Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.


hag e lavaraz c’hoas: Red eo da Vab an den souffr kalz, ha beza nac’het gant ar re Ancien, gant prinsed ar veleien ha gant ar Scribed, ha beza lakeat d’ar maro, ha goude resussita an trede deiz.


Jesus a respontaz dezhe: Ha credi a rit‐hu breman?


Mes lavaret em euz deoc’h an traou‐man, evit, pa vezo deuet an amzer, m’ho pezo sonj em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket ho lavaret deoc’h adaleg ar pen‐kenta, abalamour ma oann assambles ganeoc’h.


Jesus a respontaz dezhan: Te n’az pije galloud e‐bed var‐n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h; dre‐ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.


ar Jesus‐se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro.


Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos