Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 4:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 E gwirionez hen lavaran deoc’h: Bez’ e oa kalz a intanvezed en Israel en amzer Elias, pa oe serret an env e‐pad tri bloaz ha c’houec’h miz, en hevelep doare ma c’hoarvezaz eur gernez vraz dre ar vro holl.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Me a lavar deoc’h e gwirionez, bez’ e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c’hwec’h miz ha pa c’hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 4:25
12 Referencias Cruzadas  

Daoust ha n’eo ket permetet d’in ober ar pez a garan gant ar pez a zo d’in? Pe daoust ha da lagad‐te a zo fall, abalamour m’az oun‐me mad?


En heur‐ze, Jesus a dridaz gant ar joa en he spered hag a lavaraz: Da veuli a ran, o Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag an dud a skiant, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugaligou! Ia, o Tad, c’hoarvezet eo bet kement‐se, dre ma ec’h euz hen kavet mad!


Rag lavaret hen deuz da Voises: Me em bezo trugarez euz an hini a behini em bezo trugarez, hag em bezo truez euz an hini a behini em bezo truez.


Mes kentoc’h, O den, piou oud‐de, evit disput ouz Doue? Daoust hag ar pod‐pri a lavaro d’an hini hen deuz great anezhan: Perag ec’h euz‐te va great evel‐hen?


Dre enhan ive eo ez omp deuet da veza heritourien, (o veza bet choazet a‐ziagent, hervez ma oa bet merket gant an Hini a ra an holl draou hervez ma plij d’he volontez he‐unan);


o veza m’hen deuz roet deomp da anaoud ar myster euz he volontez, hervez an dessein a drugarez hen doa formet a‐ziagent enhan he‐unan,


Eliaz a oa eun den techet d’ar memeus infirmiteou eveld’omp‐ni; koulskoude e pedaz stard evit na raje ket a c’hlao; ha na reaz ket a c’hlao var an douar, e‐pad tri bloaz ha c’houec’h mis.


Beza ho deuz ar galloud da zerri an env, evit na rai ket a c’hlao, e‐pad ma profetizint; ha beza ho deuz ar galloud da drei an dour en goad, ha da skei an douar a bep seurt gwalennou, ken alies ha ma fell dezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos