Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 2:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Ha setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em brezantaz dezhe, ha gloar an Aotrou a lugernaz en‐dro dezhe, hag e oant spouronet‐holl.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Setu, un ael eus an Aotrou en em ziskouezas dezho ha gloar an Aotrou a lugernas en-dro dezho; hag o doe ur spont bras.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:9
27 Referencias Cruzadas  

Mes pa oa o sonjal kementse, setu, eun eal a‐berz an Aotrou en em brezantaz dirazhan dre eun huvre, hag a lavaraz dezhan: Josef, mab David, n’az pez ket a aoun da gemeret ganez Mari da vreg; rag ar pez a zo concevet enhi a zo euz ar Spered‐Santel;


Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez.


Hogen, bez’ e oa er vro‐ze pastored pere a choume er meziou, o tiwall ho loened e‐pad beilladennou an noz.


Hag evel ne ouient petra da zonjal var gement‐se, daou den gwisket gant dillad lugernus en em diskouezaz dezhe.


Izaias a lavaraz an traou‐ze, pa velaz he c’hloar, ha pa gomzaz euz anezhan.


Ha setu ma teuaz souden eun eal a‐berz an Aotrou; eur sclerijen a lugernaz er prizon, hag an eal o skei Per var he gostez, a zifunaz anezhan, hag a lavaraz dezhan: Sav buhan. Hag ar chadennou a gwezaz euz he zaouarn.


Rag en noz‐man, eun eal a‐berz an Doue, da behini ez oun‐me, hag a zervichan, a zo en em diskouezet d’in, en eur lavaret:


Mes eun eal a‐berz an Aotrou a zigoraz, e‐pad an noz, dorojou ar prizon, ho lakeaz er meaz, hag a lavaraz dezhe:


Evel‐se ni holl pere, gant eur visach dizolo, a gontempl, evel en eur mellezour, gloar an Aotrou, lakeat omp da zond henvel ouz he imach, euz an eil gloar d’eben, evel gant Spered an Aotrou.


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


Ha ken heuzus e oa ar pez en em ziskoueze, ma lavaraz Moises: Krena a ran, hag ez oun spountet‐holl.


Goude‐ze, e veliz eun eal all, o tisken euz an env, hag hen doa eur galloud braz. An douar a oe sclerijennet gant he c’hloar.


Neuze e veliz eun tron braz ha gwenn, hag an hini a oa azezet varnezhan. An douar hag an env a dec’haz a‐zirag he faç, he ne oe mui kavet ho flas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos