Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 2:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Neuze an eal a lavaraz dezhe: N’ho pezet ket a aoun; rag digas a ran deoc’h eur c’helou mad, pehini a vezo eur sujet a joa vraz evit ar bobl holl;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 An ael a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc’h ur c’heloù mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:10
30 Referencias Cruzadas  

Mes kerkent Jesus a gomzaz outhe, en eur lavaret: Ho pezet fizians; me eo, n’ho pezet ket a aoun.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


Hogen an eal, o komz outhe, a lavaraz d’ar gragez: Evidoc’h‐hu, n’ho pezet ket a aoun, rag gouzoud a ran penaos e klaskit Jesus pehini a zo bet crucifiet.


An amzer a zo accomplisset, ha rouantelez Doue a zo tost. En em gonvertissit ha credit d’an Aviel.


Hag e lavaraz dezhe: It dre ar bed holl, ha prezegit an aviel d’an holl grouadurien.


Mes an eal a lavaraz dezhan: N’az pe ket a aoun, Zakarias; rag da beden a zo bet selaouet, hag Elizabet, da vreg, a c’hano d’id eur mab, hag e c’halvi he hano Ian.


Hag an eal a respontaz dezhan: Me eo Gabriel pehini a choum dirag Doue; hag ez oun bet digasset da gomz ouzid ha da annonsi d’id ar c’helou mad‐man.


Hag an eal a lavaraz dezhi: N’az pe ket a aoun, Mari, rag kavet ec’h euz gras dirag Doue.


rag ganet eo hirio deoc’h, en kear David, eur Zalver, pehini eo ar C’hrist, an Aotrou.


ha ma vije prezeget en he hano ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou, e‐touez an holl nationou, o commans dre Jerusalem.


Goude‐ze, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue; hag an daouzec a oa ganthan,


Ha ni ive, ec’h annonsomp deoc’h ar c’helou mad, penaos ar bromessa a oa bet great d’hon tadou,


Ha penaos e vezo prezeget, ma ne vez digasset den? evel ma’z eo scrivet: Na peger kaer eo treid ar re a zigas ar c’helou mad euz ar peoc’h, ar re a annons traou mad!


D’in‐me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras‐se da brezeg, e‐touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist,


gant ma teuot da genderc’hel fontet er feiz ha ferm en ho sa, heb dilezel an esperans euz an Aviel hoc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da bep crouadur dindan an env, hag euz a behini me, Paol, a zo bet great ministr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos