Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 13:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard a vez kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he jardin; sevel a ra, hag e teu da veza eur vezen vraz, en hevelep doare ma teu al lapoused euz an env da ober ho demeurans e‐touez he brancou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 13:19
38 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a lavaraz dezhe: Abalamour d’ho neubeud a feiz eo; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez‐man: Kerz ac’hann du‐hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h.


Lavaret a eure c’hoas: Deuz a betra e lavarimp ez eo henvel rouantelez Doue, pe dre be seurt parabolen ec’h hallimp‐ni hen rei da gompren?


Hag an Aotrou a lavaraz: Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor‐man: En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor; ar vezen a zentfe ouzoc’h.


Ar re eta a recevaz he c’her a galon vad, a oe badezet; hag en devez‐se e oe lakeat var‐dro tri mil ene e niver an diskibien.


Pa glevjont kement‐se, e c’hlorifijont an Aotrou, hag e leverjont da Baol: Breur, gwelet a rez ped mil a zo euz ar Judevien hag ho deuz credet, hag holl emaint douget evit al lezen.


Mes kalz euz ar re ho doa klevet ar ger, a gredaz, hag an niver euz ar oazed a oe var‐dro pemp mil.


dre c’halloud ar miraclou hag ar burzudou; dre c’halloud ar Spered a Zoue; en hevelep doare ma em euz prezeget dreholl Aviel ar C’hrist, adaleg Jerusalem hag ar broiou trovar‐dro, beteg an Illyria.


Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos