Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 11:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Mes malheur deoc’h, Farizianed, pere a bae an deog var ar manth, var ar ru, ha var bep seurt louzou, hag e lezit a‐gostez ar justis hag ar garantez a Zoue. An traou‐man a oa dleet da bratica, heb lezel ar re all.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Met gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 11:42
22 Referencias Cruzadas  

Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud; na antreit ket ebarz hoc’h‐unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.


Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag paea a rit an deog var ar menth, var an anet, ha var ar c’houmin, hag e lezit an traou ar muia talvoudec euz al lezen, ar justis, an drugarez hag ar fidelite. An traou‐man a oa dleet da ober, hep tremen ober ar re‐all.


Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag henvel oc’h ouz beziou gwennet, pere a zo kaer da velet en diaveaz, mes pere a zo en diabarz leun a eskern tud varo hag a bep seurt traou brein.


iun a ran diou wech ar sizun, hag e roan an deog var gement em euz.


mes anaoud a ran n’hoc’h euz ket karantez Doue enoc’h hoc’h‐unan.


Mar d’euz unan‐benag hag a lavar: Me a gar Doue, ha mar deu da gasaad he vreur, hennes a zo eur gaouiad; rag an hini na gar ket he vreur hag hen o velet anezhan, penaos ec’h hell‐hen karoud Doue, pa na vel ket anezhan?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos