Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 11:41 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

41 Mes kentoc’h, roit en aluzen ar pez hoc’h euz, ha pep tra a vezo net evidoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

41 Roit kentoc’h aluzenoù eus ar pezh hoc’h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 11:41
37 Referencias Cruzadas  

C’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h, mes n’ho pezo ket bepred ac’hanoun‐me;


Ro d’an neb a c’houlen diganez, ha na dro ket kein d’an hini a fell dezhan empresta diganez.


Rag na antre ket er galon, mes er c’hov, a be leac’h e kwez el leac’h distro, o rei da anaoud ez eo disouillet pep seurt boued.


Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit‐han en aluzen; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e‐bed.


Ha me a lavar deoc’h: Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel.


Jesus, o klevet kement‐se, a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas; gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun.


Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou: Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan‐benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all.


Ar vouez a lavaraz dezhan c’hoas evit an eil gwech: Na gemer ket evit impur ar pez a zo bet lakeat neat gant Doue.


Hag an diskibien a zecidaz kas eun dra‐benag, pep hini hervez he c’halloud, evit sicour ar breudeur a choume er Jude.


Hogen, goude meur a vloaz, ez oun deuet da zigas d’am nation aluzennou hag offransou.


Rag, mar hen deuz an den bolontez‐vad da rei, ez eo agreabl da Zoue, o rei hervez ar pez hen deuz, ha nann hervez ar pez n’hen deuz ket.


Ra zeuio an hini a laere, da choum hep laerez mui; mes kentoc’h ra labouro gant he zaouarn da eun dra vad‐benag, evit m’hen devezo peadra da rei d’an hini a zo en dienez.


Gwir eo penaos, evit ar re a zo pur, pep tra a zo pur; mes n’ euz netra a bur evit ar re impur ha difeiz; er c’hontrol, ho spered hag ho c’houstians a zo souillet.


Ha na ankounac’hait ket ober vad ha rei euz ho tanvez; rag ar seurt sacrifisou‐ze a blij da Zoue.


Rag Doue n’ eo ket injust, evit ankounac’haad ho labour, hag an œuvr a garantez hoc’h euz diskouezet evit he hano, pa hoc’h euz sicouret ha pa zicourit ar Zent.


Ar religion bur ha didarch dirag Doue hon Tad, eo bizita an orphelined hag an intanvezed en ho affliction, hag en em viret didarch euz a gorruption ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos