Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 10:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na piou eo an Tad, nemed ar Mab, hag an hini ma plijo d’ar Mab hen rei dezhan da anaoud.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 10:22
20 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze Jesus a lavaraz: Da veuli a ran, ô Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag ar re wiziec, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugale vihan.


Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


evel ma c’hanavez va Zad ac’hanoun, hag evel ma c’hanavezan va Zad; hag e roan va buez evit va denved.


Jesus, o c’houzoud hen doa an Tad lakeat pep tra etre he zaouarn, hag e oa deuet euz a Zoue, hag e tistroe da Zoue,


Ha kement a zo d’in a zo d’id, hag ar pez a zo d’id a zo d’in‐me, hag ez oun glorifiet enhe.


hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan.


Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va‐unan enhe.


Ha breman, Va Zad, lorifi ac’hanoun, ganez danan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.


An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn.


Goude‐ze e teuio ar fin, pa hen devezo roet ar rouantelez etre daouarn Doue an Tad, ha distrujet pep rouantelez peb otorite ha pep galloud;


Rag an Doue pehini hen deuz lavaret d’ar goulou sclerijenna ekreiz an devalijen, eo an hini hen deuz lugernet en hor c’halonou, evit lakaad ar sclerijen euz an anaoudegez a c’hloar Doue da lugerni en Jesus‐Christ.


dreist pep gouarnamant, peb otorite, pep galloud, pep mestr, ha dreist peb hano a heller da henvel, nann hep‐ken er bed‐man, mes ive er bed da zond.


pep tra ec’h euz lakeat dindan he dreid. Rag Doue en eur lakaad an holl draou da blega dezhan, n’hen deuz lezet netra hep beza dindan‐han; hogen, breman na velomp ket c’hoas an holl draou pleget dindan‐han.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos