Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 10:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 En heur‐ze, Jesus a dridaz gant ar joa en he spered hag a lavaraz: Da veuli a ran, o Tad, Aotrou an env hag an douar, dre ma ec’h euz kuzet an traou‐man ouz ar re fur hag an dud a skiant, ha ma ec’h euz ho discleriet d’ar vugaligou! Ia, o Tad, c’hoarvezet eo bet kement‐se, dre ma ec’h euz hen kavet mad!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec’h eus o disklêriet d’ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 10:21
29 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou.


e savaz drouk enhe, hag e leverjont dezhan: Ha klevet a rez‐te ar pez a lavar ar re‐man? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ia. Ha n’hoc’h euz‐hu ket lennet biskoas ar c’homzou‐man: Te ec’h euz tennet meuleudi euz a c’henou ar vugaligou, hag euz ar re a zo c’hoas ouz ar vron.


Mes o velet kalz a Farizianed hag a Saduseed o tond d’he vadiziant, hen a lavaraz dezhe: Raç an aered‐viber! piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond?


E gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag na recevo ket rouantelez Doue evel eur bugel bihan, na antreo ket enhi.


hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziouskoaz;


ha pa deve hen kavet, ne c’halv he mignonezed hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet?


Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet.


Mar d’eo hon Aviel goloet c’hoas, ez eo goloet evit ar re a ia da goll,


Dre enhan ive eo ez omp deuet da veza heritourien, (o veza bet choazet a‐ziagent, hervez ma oa bet merket gant an Hini a ra an holl draou hervez ma plij d’he volontez he‐unan);


o veza hor choazet a‐ziagent da veza he vugale a adoption dre Jesus‐Christ, dre ma’z eo bet plijet kement‐se d’he volontez;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos