Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:48 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

48 Ar Judevien a respontaz dezhan: Ha n’hon euz‐ni ket a leac’h da lavaret ez oud eur Samaritan, hag ez euz eun diaoul enoud?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

48 Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:48
18 Referencias Cruzadas  

Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint‐hi ket tud he di?


Jesus a gassaz an daouzec‐ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret: Na’z it ket etrezeg ar Jentiled,


Rag Ian a zo deuet, hep na dibri nag eva; hag e leveront: Eun drouk‐spered a zo enhan.


Mes ar Farizianed, pa glevjont kement‐se, a lavaraz: He‐man na gas kuit an drouk‐sperejou nemed dre Veelzebul, prins an drouk‐sperejou.


Abalamour da ze hen lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwall‐gomz a vezo pardonet d’an dud; mes ar gwall‐gomz a‐enep ar Spered na vezo ket pardonet dezhe.


Hipocrited! profetiset mad hen deuz Izaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret:


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


Ha kalz anezhe a lavare: Eun diaoul a zo ganthan, ha n’ema ket en he skiant vad; perag e selaouit‐hu anezhan?


Va gervel a rit Mestr hag Aotrou, ha mad a livirit; rag beza ez oun.


Ar vreg‐se a Samari a respontaz dezhan: Penaos, te pehini a zo Judeo, e c’houlennez‐te da eva diganen‐me eur zamaritanes? (Rag ar Judevien na zarempredont ket ar Samaritaned).


Ar bobl a respontaz dezhan: Eun drouk‐spered a zo enoud; piou a glask lakaad ac’hanoud d’ar maro?


Ar Judevien a lavare eta: Daoust hag hen en em lazo he‐unan, pa’z eo gwir e lavar: Ne hallit ket dond el leac’h ma’z an?


Ar Judevien a lavaraz dezhan: Breman ec’h anavezomp ez euz eun diaoul enoud; Abraham a zo maro hag ar brofeted ive, ha te a lavar: Mar deu eun den benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro.


rag ar C’hrist ive n’eo ket en em blijet enhan he‐unan; mes evel ma’z eo scrivet: Dismegansou ar re a ra dismegans d’id, a zo kwezet varnoun‐me.


Deomp eta er meaz euz a leur‐gear, evit mond d’he gaoud, o tougen he zismegans.


Te a gred ez euz eun Doue hep‐ken, mad a rez; an drouk‐sperejou hen cred ive, hag e krenont.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos