Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 8:49 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

49 Jesus a respontaz: N’euz diaoul e‐bed ganen, mes henori a ran va Zad, ha c’houi a zizhenor ac’hanoun.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

49 Jezuz a respontas: Ne’m eus ket un diaoul met enoriñ a ran va Zad, hag e tizenorit ac’hanon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:49
16 Referencias Cruzadas  

Pa glevaz Jesus kement‐se, e lavaraz: Ar c’hlenved‐ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue, evit ma vezo glorifiet Mab Doue dreizhan.


Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas.


Ha petra‐benag a c’houlennot em hano, me hen graio, evit ma vezo glorifiet an Tad er Mab.


Me em euz da c’hlorifiet var an douar; peur‐c’hreat eo ganen an œuvr ez poa roet d’in da ober.


Ar bobl a respontaz dezhan: Eun drouk‐spered a zo enoud; piou a glask lakaad ac’hanoud d’ar maro?


An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va‐unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.


Ar re‐man eta a ieaz kuit a‐zirag ar Sanhedrin, leun a joa abalamour ma oant bet kavet dign da zoufr dismegans evit an hano a Jesus.


Daoust hag an natur he‐unan ne ro ket deoc’h da anaoud ez eo mezus da eur goaz kaout bleo hir;


hadet e vez en dizhenor, resussita a ra leun a c’hloar; hadet e vez er zempladurez, resussita a ra leun a nerz;


hen pehini na rente outrach e‐bed d’ar re a outraje anezhan; ha pa vije gwall‐dretet, na c’hourdrouze ket, mes a leze kement‐se etre daouarn an hini a varn gant justis;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos