Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 5:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 An Tad na varn den e‐bed, mes roet hen deuz peb barn d’ar Mab.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d’ar Mab,

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:22
23 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Rag Mab an den a zeuio en gloar he Dad gant he elez; ha neuze e rento da bep hini hervez he oberou.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan.


An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn.


Ha roet hen deuz dezhan ar galloud da varn, abalamour ma’z eo Mab an den.


Ha Jesus a lavaraz: Deuet oun er bed‐man evit eur varnedigez; evit ma velo ar re na velont ket, ha ma teuio ar re a vel da veza dall.


Hag hen deuz gourc’hemenet deomp prezeg d’ar bobl, ha testenia penaos hen eo an hini a zo bet lakeat gant Doue da varner var ar re veo ha var ar re varo.


rag merket hen deuz eun dervez, en pehini e varno ar bed hervez ar justis, dre an Den hen deuz lakeat evit se; ha rei hen deuz great eur breuven certen euz a gement‐se d’an holl, en eur resussita anezhan a‐douez ar re varo . . . . . .


kement‐man a vezo gwelet en deiz ma teui Doue, hervez va Aviel, da varna, dre Jesus‐Christ, an oberou secret euz an dud.


Rag red eo deomp holl parissa dirag tribunal ar C’hrist, evit ma recevo pep hini hervez ar mad pe an droug hen devezo great, e‐pad ma oa er c’horf.


Da bedi stard a ran eta, dirag Doue ha dirag an Aotrou Jesus‐Christ, pehini a varno ar re veo hag ar re varo, pa zistroio adare ha pa zeui he rouantelez,


Renta a raint count d’an hini a zo prest da varn ar re veo hag ar re varo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos