Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 5:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 evit ma’c’h enoro an holl ar Mab, evel ma’c’h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n’enor ket an Tad en deus e gaset.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 5:23
47 Referencias Cruzadas  

An neb a gar tad pe vam en tu‐all d’in n’eo ket dign ac’hanoun; hag an neb a gar mab pe verc’h en tu‐all d’in, n’eo ket dign ac’hanoun;


Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


hag an notionou a espero en he hano.


Ar bobl‐man a dosta ouzin gant ho genou, hag a henor ac’hanoun gant ho muzelou; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin.


o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered‐Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h;


An neb ho selaou‐c’houi am zelaou‐me; hag an neb ho tisprij‐c’houi am disprij‐me; hag an neb am disprij‐me, a zisprij an hini hen deuz va digasset.


Na lezit ket ho calon da veza troublet; credi a rit en Doue, credit ive enoun‐me.


Hen eo a c’hlorifio ac’hanoun, rag kemeret a rai euz ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.


Ha kement a zo d’in a zo d’id, hag ar pez a zo d’id a zo d’in‐me, hag ez oun glorifiet enhe.


d’an holl dud muia‐karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ!


Izaias a lavar ive: Dond a rai euz a Jesse eur c’hrizien hag a zavo evit gouarn ar Jentiled; hag ar Jentiled a espero enhan.


Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel;


Evidoc’h‐choui, n’ez oc’h ket er c’hig, mes er Spered, gant ma vezo Spered Doue o choum enoc’h. Hogen, mar d’euz unan‐benag ha n’hen deuz ket Spered ar C’hrist, hennes n’eo ket dezhan.


ho Aotrou hag hon hini. Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue, hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus‐Christ!


Pe c’houi eta a zebro, pe c’houi a evo, pe c’houi a rai eun dra all‐benag, grit pep tra evit gloar Doue.


Mar d’euz unan‐benag ha na gar ket hon Aotrou Jesus‐Christ, ra vezo anathem, Maranatha! (Erru eo an Aotrou.)


Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos ho corf eo templ ar Spered‐Santel, pehini a zo enoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue, ha penaos n’oc’h ket deoc’h hoc’hunan?


Hag en em gonsideremp hon‐unan evel tud condaonet d’ar maro, evit ne lakejemp ket hor fizians enomp hon‐unan, mes en Doue pehini a laka ar re varo da resussita;


Rag karantez ar C’hrist a bres ac’hanomp, o veza ma credomp stard penaos, mar d’eo marvet unan evit an holl, neuze an holl a zo maro;


Rag Doue a oa er C’hrist, oc’h adunvani ar bed ganthan he‐unan, o viret da gounta dezhe ho fec’hejou; hag hen deuz lakeat enomp ar gomz a adunvaniez.


Gras d’ar re holl a gar hon Aotrou Jesus‐Christ, hag her gra dalc’hmad! Amen.


Abalamour da ze ive eo e souffran an traou‐man; koulskoude n’em euz ket a vêz, rag gouzoud a ran en piou em euz credet, hag em euz an assurans penaos, dre he c’halloud, e viro beteg an deiz‐ze ar pez em euz fiziet enhan.


Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta‐ganet er bed, e lavar: Ra zeui holl elez Doue d’hen adori.


Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.


Mes creskit en gras hag en anaoudegez hon Aotrou ha Salver Jesus‐Christ. Ar gloar dezhan, breman, ha da viken! Amen.


Kement hini a nac’h ar Mab n’hen deuz ket ken neubeud an Tad; an hini a anzav ar Mab, hen deuz ive an Tad.


Piou‐benag a dor al lezen ha na choum ket en kelennadurez ar C’hrist, n’ema ket Doue ganthan. An hini a choum en kelennadurez ar C’hrist, gant hennes ema an Tad hag ar Mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos