Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 4:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Hag e lavarent d’ar vaouez: N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman; rag klevet hon euz hon‐unan, hag ec’h ouzomp ez eo he‐man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 4:42
23 Referencias Cruzadas  

hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver); rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.


ar goulou a dle sclerijenna an nationou, hag ar gloar euz da bobl Israel.


An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.


Pa oe erruet Jesus, e kavaz Lazar a oa er bez abaoe pevar devez dija.


Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset.


Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in‐me kement tra em euz great; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist?


Ha kalz muioc’h a zeuaz da gredi o klevet he gomz he‐unan.


Euz a lignez David eo hen deuz Doue, hervez he bromessa, savet da Israel eur Zalver, pehini eo Jesus.


Ha n’euz ket a zilvidigez en hini all e‐bed; rag n’euz hano all e‐bed dindan an env a vez bet roet d’an dud, dre behini ec’h haljemp beza salvet.


Doue hen deuz savet anezhan en tu‐deo dezhan, evel ar Prins hag ar Zalver, evit rei da Israel ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou.


Rag Doue a oa er C’hrist, oc’h adunvani ar bed ganthan he‐unan, o viret da gounta dezhe ho fec’hejou; hag hen deuz lakeat enomp ar gomz a adunvaniez.


Rag abalamour ma c’hesperomp en Doue beo, pehini eo Salver an holl dud, ha dreist pep tra Salver an dud fidel, eo ec’h anduromp kement a labouriou ha kement a zismegans.


Hen eo ar zacrifis a adunvaniez evit hor pec’hejou; ha n’e ket hep ken evit hon re‐ni, mes ive evit re ar bed holl.


Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos