26 Jesus a lavaraz dezhi: Me, pehini a gomz ouzid, eo hennes.
26 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me an hini a gomz ouzhit.
Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist.
Daoust ha n’eo ket permetet d’in ober ar pez a garan gant ar pez a zo d’in? Pe daoust ha da lagad‐te a zo fall, abalamour m’az oun‐me mad?
Ha setu aman: lod euz ar re diveza a vezo da genta, ha lod euz ar re genta a vezo da ziveza.
A‐vreman hen lavaran deoc’h, araog ma c’hoarvezo an dra‐ze; evit pa c’hoarvezo, ma c’hanavezot ac’hanoun evit ar pez ma’z oun.
Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.
Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad.