Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 21:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Lavaret a reaz dezhan eun eil gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a lavaraz dezhan: Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon mab Jona, va c’harout a rez? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Bez mesaer va deñved.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 21:16
18 Referencias Cruzadas  

Ha te, Bethlehem, douar Juda, n’oud ket an distera e‐touez ar c’heariou kenta euz a Juda; rag ac’hanoud eo e teui ar Rener pehini a reno va fobl Israel.


Hag an holl nationou a vezo dastumet dirazhan, hag hen a zispartio an eil diouz egile, evel ma tisparti ar mesaer an denved diouz ar bouc’hed.


Per hen nac’haz adare gant le‐douet, en eur lavaret: Ne anavezan ket an den‐ze.


Rag Mab an den a zo deuet evit klask ha savetei ar pez a oa kollet.


Hag ar plac’h a oa porzierez, a lavaraz da Ber: Ha n’oud‐de ket ive euz a ziskibien an den‐ze? Hen a lavaraz: N’ed oun ket.


Ha Simon Per a oa eno, o tomma; hag e leverjont dezhan: Ha n’oud‐de ket ive euz he ziskibien? Hen nac’h a reaz, hag e lavaraz: N’oun ket.


Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.


Likit evez eta ouzoc’h hoc’h‐unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered‐Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he‐unan.


Hogen, ra zeuio Doue ar peoc’h, pehini hen deuz digasset adare euz a‐douez ar re varo hon Aotrou Jesus, ar Pastor Souveren euz an denved, dre ar goad euz eun allians eternel,


Rag c’houi a oa evel denved dianket; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.


Messait denved Doue pere a zo en ho touez, o teuler evez varnezhe, nann dre fors, mes a volontez‐vad; nann evit eur c’hounidegez vil, mes dre garantez;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos