Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 21:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Goude eta m’ho doe leinet, Jesus a lavaraz da Simon Per: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun muioc’h eged ar re‐man? Per a respontaz: Ia, Aotrou, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va oaned.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Goude m’o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac’hanon muioc’h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 21:15
49 Referencias Cruzadas  

An neb a gar tad pe vam en tu‐all d’in n’eo ket dign ac’hanoun; hag an neb a gar mab pe verc’h en tu‐all d’in, n’eo ket dign ac’hanoun;


Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou.


Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.


Ha Per, o komz, a lavaraz dezhan: Ha pa gavfe an holl leac’h enoud da gweza, evidoun‐me na gwezin biken.


Per a lavaraz dezhan: Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag an diskibien holl a lavaraz evel‐t’han.


Ha Per a lavaraz dezhan: Ha pa zeufe an holl da veza scandalizet, evidoun‐me ne vezin ket.


N’ho pezet ket a aoun, banden vihan; rag plijet eo bet gant ho Tad rei deoc’h ar rouantelez.


Mes me em euz pedet evidoud, evit na deuio ket da feiz da zemplaad. Te eta pa vezi convertisset, krenva da vreudeur.


Hag e tigassaz anezhan da gavout Jesus. Jesus, o veza sellet outhan, a lavaraz dezhan: Te eo Simon, mab da Jona; te a vezo galvet Cephas (da lavaret eo, Per).


Per a lavaraz dezhan: Aotrou, perag na hellan‐me ket da heullia breman? Rei a rin va buez evidoud.


rag an Tad he‐unan a gar ac’hanoc’h, abalamour ma hoc’h euz va c’haret, ha ma hoc’h euz credet ez oun deuet euz a Zoue.


Jesus a lavaraz dezhe: Deuit da leina. Hogen hini euz an diskibien na grede goulen diganthan: Piou oud‐de? o c’houzoud e oa hen an Aotrou.


Rag‐se an diskibl a oa karet gant Jesus, a lavaraz da Ber: An Aotrou eo! Pa glevaz Simon Per e oa hennes an Aotrou, e lekeaz he zae var‐c’horre (rag en noaz e oa), hag en em daolaz er mor.


Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset.


Likit evez eta ouzoc’h hoc’h‐unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered‐Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he‐unan.


Rag me a oar penaos, goude ma vezin eat kuit, ec’h antreo gwall‐vleizi en ho touez, ha na espernint ket an denved;


An hini a zo febl er feiz, digemerit anezhan gant madelez, heb disput var an opinionou.


Ni eta, pere a zo krenv, a dle supporti sempladurez ar re febl, eleac’h en em blijoud enomp hon‐unan.


Hag e vezo kollet dre da wiziegez ar breur febl, evit pehini eo marvet ar C’hrist.


Rag er C’hrist Jesus ar circoncision na dal netra nag an dicirconcision ken neubeud, mes ar feiz hag a labour dre ar garantez.


evit na vezimp mui bugaligou, douget ho troet aman hag a‐hont gant peb avel a zoctrin, gant tromplerez an dud, hag ho ijin fall da drompla dre finessa;


Gras d’ar re holl a gar hon Aotrou Jesus‐Christ, hag her gra dalc’hmad! Amen.


Hogen, ra zeuio Doue ar peoc’h, pehini hen deuz digasset adare euz a‐douez ar re varo hon Aotrou Jesus, ar Pastor Souveren euz an denved, dre ar goad euz eun allians eternel,


N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.


pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar,


c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski.


Rag c’houi a oa evel denved dianket; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.


Evidomp‐ni, ni a gar anezhan, abalamour ma hen deuz hor c’haret da genta.


Piou‐benag a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue; ha piou‐benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan.


Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos